
⛪ Luogo di culto
Iliz Sant-Servez (Sant-Servez-Landivizio)
église Saint-Servais de Saint-Servais
bretone
Dispar eo Porzh bered (klok) Sant-Servez-Landivizio, dreist-holl dre savouriezh kloc’hdi e iliz hag e garnel.Ar c’hloc’hdi gotek (XVIIvet kantved, gant e garidelloù ha kambroù ar c’hleier, a zo moarvat unan eus ar re vravañ james bet savet en eskopti Kemper ha Leon. Kalvar ar vered, labour ar mestr kizeller Rolan Dore Ar garnel, beget gant un tourig e maen greun. Giz an Azginivelezh zo warni, gant un nor gizellet eus ar c’hentañ ha pemp prenestr. En iliz e weler delwennoù kozh ha dreist holl unan eus ar Werc’hez gant ar mabig Jezuz. Taolennoù kaer gantYan Dargent, bet ganet amañ e Sant-Servez d’ar Gwener 15 a viz Here 1824 hag aet d’an Anaon d’ar Sul 19 a viz Du 1899 Div daolenn all, dedennus ha souezhus war un dro, skrivet e brezhoneg. Kador brezeg kizellet gant Y. Kervella hervez Couffon.