bretonština
Pont Oudon, pe Pont Champtoceaux, zo ur pont dreist al Liger, etre kumun Oudon war ar c'hlann dehou en hanternoz, e Breizh, ha kumun Champtoceaux war al lez kleiz er c'hreisteiz, en Anjev . Ur pont ragoberiet e beton diougorzhet eo, 560 metrad hed ennañ. ; e 1976 e voe digoret d'an dremeniri. Pont Ankiniz zo en argrec'h dezhañ er reter, ha pont Malvid en ardraoñ dezhañ er c'hornôg.
